Dizoloin Kemper e Breizh

Carte Centre Ville Quimper

Ablamour deus an daou ster eo bet anavezet Kemper, ur c’her brudet evit ar glad :Iliz veur st Kaourintin, tiez deus ar 16-17vet kantved, kaeoù an oded, kerenn Locmaria.Kemper ‘zo kerbenn ar vro Gerne gozh a bez ‘oa deus outi dija er c’houlz ar romaned.

Savet eo bet tro dro  an eskopti(an iliz veur), an hengoun hag ar brezelioù , a raog ma vefe staget Breizh deus bro C’hall.Rannet ‘oa Kemper e daou e pad pell, un tamm evit an eskob hag tu all deus ar rinier evit an duked e lec’h ‘voe savet ur c’hastell.

Appart Hotel Quimper Bretagne Cornouaille

Iliz veur St Kaourintin hag eskobti Kemper

War ar blasenn st Kaourintin man an daou savadur, testeni deus amzerioù gentan kemper, ha vammenn ar c’her. Baleet ‘vez e kreiz an istor, ha mirdi Breizh ‘zo ase evit kelenn ac’hanomp. An eskob Reynaud a zivizas e 1239 sevel un iliz veur ,war lec’h un iliz roman kozh, ha staget outi palez an eskibien,e lec’h man hirio an deiz mirdi Breizh. Betek an 19 vet kantved eo bet adreset ,braseaet pe nevesaet en dro an ti . An ti ‘vez kavet hirie a zo bet savet etre 1645 ha 1647 gant ar pennsaver Bertrand Moussin deus Kemper.

An eskobelezh

Un harz Mogerioù a dres penn kentan ar c’her.E kreiz  ker se a vez kavet toud ar vuhez, tiez ar chaloni  hag ivez re ar vourc’hizien. En 19 vet kantved e oa bet dibabet ar c’harter se evit sevel galloud ar gumunenn hag ivez evit stalian mirdi Breizh pe c’hoazh sevel ar c’hoc’hu st François. An tiez mogerennoù koat a ra pinvidigezh endro ar c’her, ur seurt testeni deus skiant prenet hon hendadoù, savet deus ar14vet, betek an 19 vet kantved. Milldammoù koat peget ha staliet, peadra da vezan lorc’h hag ijinan ar pezh’oa kerioù Breizh gwechall gozh.

Kemper ker duked Breizh 

Anvioù evel  « La Terre au Duc » deus straed  la Herse betek hini  « le Chapeau Rouge », Pe c’hoazh « la venelle du Pain Cuit » hag ivez  « la venelle du Moulin au Duc » a ziskouez mat deomp e oa penn ar jeu  an duked  ase. Ur milin ha fornioù a oa dezho ivez. An “ terre au duc” a  zo lec’hiet  etre ar steir ,an Oded ha rakker “Bourg les bourgs” lec’h man leandi kozh an ursulined(hirie ur mediaoueg) hag ostelioù a bep seurt. Hirio an deiz a vez kavet ase  savadurioù pouezhus ar sevenadur: c’hoariva Kerne ha kreizenn an arzoù nevez.

An Oded : bravan rinier Bro C’hall

Deus ar vammenn er menezioù du betek penn an Oded (Bénodet), ar rinier a red a hed 62 km,o toullan un draonienn brav meurbet. Deus un tu ar vro Vigouden ha deus an tu all ar vro Fouenn hag ar veg en Atlantel….. War riblou ar ster deus St Goazeg betek ar penn ‘ vez kavet kastellioù pe tiez bras ha brav met ivez un endro burzhudus evit sportoù a bep seurt (kayak, bale…) dreist holl toullenn ar Stangala. E plegou ar rinier a zo koadou don, maeziou dic’hortozet : sell ase ar rinier vravan deus ar vro.

.

Lokmaria : ur geriadenn a bouezh

War an tu kleiz deus an oded man, er c’hreizteiz deus ar c’her kloz hag an iliz veur. Pa oa bet krouet al labouradeg pri e  1690, ur spered labourerien a savas  er c’harter se. E lokmaria ‘vije kavet leun a tiez bihan, koztiez ivez, konversanted, magajennoù hag a wechoù tiez  bravan ar pennoù bras gant liorzhoù kaer ; met ivez un iliz (XIvet ha  XIIvet) hag ur priol e Lec’h ma vije ur strollad seurezed. Abati lokmaria a zo savadur kristen henan e Kemper, savet d’ar c’houlz aquilonia, An iliz kernitron a zo un testeni deus an arz roman e Breizh.

Gwispiderezh Kemper

An embregerezh gachennoù a zo 1 km deus an Appart Hotel (8 straed ar Chanoine Moreau) E kreiz keriadenn Lokmaria. Moaien ‘zo mont da weladennin, evit mann, penaos ‘vez fardet krampouzh, kouignoù amann ha bep seurt gwastilli (da brenan ivez evit profan).

vue_biscuiterie

Ker benn ar failhans

Liammet eo Kemper gant an douar pri abaoe 300 vloaz’zo. Tal kichen ar wispiderezh e kavfet mirdi ar failhans ,pe labouradeg Henriot Kemper. Pelloc’h er c’hreiz ker ‘zo ivez mirdi departamant Breizh.

quimper_faience

Kemper ker al liorzhoù

Kemper’zo ivez un dachenn c’hlas gant 620 devezh ared a liorzhoù e bep korn deus ar  c’her : liorzh ar  « retraite », jardin ar peoc’h, hini ar c’hoariva Max Jacob, liorzh ar priol  (anavezet liorzh  dibar), menez Frugy, An draonienn Saint-Laurent. Ar vrasan dibab evit mont da vale en peoc’h e kreiz an natur karet.

jardin-prieuré-quimper

Gouelioù Kerne

Bep bloaz e pad ar miz gouere a vez ur sunvezh gouelioù, lec’h teu 250 000 a dud. An Appart’Hotel a zo staliet mat evit ho tegemer e pad ar festival Kerne. .Kavet’vo kelou war lec’hienn internet gouelioù kerne.

Festival Cornouaille kemper Quimper

Creac’h Gwen: tachenn dudi hag ar sportoù

 

An dachenn Creac’h Gwen ‘zo e kreizteiz kemper, a hed bae Kerogan .Dont ‘ra muioc’h mui a sportourien eno evit bageal met ivez: C’hoariou, skate –park, krab-gwez , poull neuial gant gwagennoù pe c’hoazh golf. Plij a ra d’an dud dont da debrin ase  ivez, pe redeg un tamm. Bep bloaz ‘vez degemeret an  « Open de Tennis de Quimper », hag ivez dibenn ar redadeg  « descente de l’Odet ».

Pa teufet da vakansin aman e Breizh, deut da zizoloin keriou pouezhusan penn ar bed :

  • Benoded
  • Douarnenez
  • Konkerne
  • Beg ar Raz
  • Ar Gilvineg
  • Pont’n abad
  • Lokorn
  • Pont Aven
  • Bro Gerne